Creative Commons
Bez’ ez eus eus aotreoù Creative Commons kevratoù, pe gontradoù, liesstumm e-keñver gwirioù an aozer, hag o wareziñ an doare da skignañ an oberennoù arzel dre-vras.
Eeun-hag-eeun, e tibab ar c'hrouer da skignañ e oberenn evit mann, met o heuliañ an diferadennoù resis-mañ :
rediet pe get embann anv an aozer (BY)
aotreañ pe get kemmañ an oberenn (ND)
aotreañ pe get ober kenwerzh gant an oberenn (NC)
rediañ an hevelep implijoù d'an oberenn lodennet pe deveret hag an oberenn gent (SA)
Un tamm istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em stummet ha diorroet eo an aotreoù-mañ da heul ar prosezoù bet graet dre ar bed ouzh ar re a bellgarg sonerezh hag oberennoù a bep seurt dre ar rouedadoù Peer to Peer pe par-da-bar.
Levezonet mat int bet gant an aotreoù a zo bet savet gant bed ar poelladoù dieub, rak adtapet e vez diwarno pennsturienn ar gwarantiñ gwirioù. E gwirionez, ar c'hontrol eus doareoù aotreoù all giz ar SACEM pe kevredigezhioù a seurt-se, ec'h aotreont (o reiñ gwirioù) e-lec'h nac'h ha klask skoilhañ. An doare-mañ d'ober eo a ro dezho o fouez lezennel hollvedel.
Ur skouer ekonomikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar goulenn pennañ a zeu diwar se neuze a zo hemañ : penaos 'ta, e c'hell aozer un oberenn bevañ ma vez digoust pep tra ? ? ? Graet e vez an hevelep goulenn ivez abaoe tremen 20 vloaz evit ar pezh a sell ouzh ar poelladoù dieub. En deiz a hiziv, 90% eus servijerien a zo war ar rouedad Internet zo diazezet war boelladoù dieub (Linux ha GNU-où all ha zoken Mac hag a zo deveret eus Linux)…
An ijinadenn (rak ijin 'zo) a zo homañ : an hini en deus c'hoant da implijout un dra grouet evit mann a rank embann e welladennoù evit mann ivez. Ma n'houl ket en ober, neuze e ranko kavout un emglev gant ar c'hrouer kent diwar varc'had, hag o paeañ ur gwenneg bennak evel-just.
Degas a ra an aotreoù CC gwelladennoù d'ar c'hrouidigezhioù er bed a-bezh o tegas digoll d'ar c'hrouerien. Ar re a vefe diskredik c'hoazh, a rank gouzout penaos ez eus bet, e 2005, muioc'h eget 38 % eus an oberennoù sonerezh e Stadoù Unanet Amerika hag a vez embannet ha skignet gant aotreoù dieub. Setu perak e vez krouet alies gant an embregerezhioù bras amerikan lec'hiennoù da bellgargañ sonerezh evit mann.
Kinnig a ra Kaouenn.net ar seurt aotreoù-mañ dre ma soñj deomp e klotont mat gant hon raktres internet kevredigezhel 2.0, an holl oberennoù arzel breizhat ha mat-kaer gant ar muzik hengounel.